Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kendalc’h bloaziek an NAACLT*

Kendalc’h kevredigezh kelennerien ar yezhoł keltiek e Norzhamerika a oa bet dalc’het e Bangor (Kembre) etre an 8 hag an 12 a viz Mezheven 2005. Pedet e oa bet an Ofis evit ar wezh kentań.

Gant kreizenn Canolfan Bedwyr Skol-veur Kembre Bangor e oa bet aozet ar c’hendalc’h ha dre m’emań ar greizenn-mań hag Ofis ar Brezhoneg o kreńvaat o darempredoł e oa bet pedet dileuridi eus an Ofis da gemer perzh en devezhioł-labour.
Gant Visant Roue eus Ajańs diorren an Ofis e oa bet kinniget ur brezegenn diwar-benn ar brezhoneg en 21vet kantved. Kinniget en deus 5 servij an Ofis, stad ar yezh en amzer a-vremań hag an intrudu liesseurt a weler o sevel evit saveteiń ar brezhoneg.
Fulup Travers eus TermBret a zo bet o weladenniń burevioł Canolfan Bedwyr, ha brasań kreizenn dermenadurezh Kembre a gaver eno : e-Gymraeg. Ouzhpenn an eskemm mennozhioł ha doareoł labourat a zo bet graet e fell d’an daou framm-mań kenlabourat en amzer da zont : ur raktres a zo war ar stern da lakaat ur levr frazennoł renket dre dodennoł en holl yezhoł keltiek enlinenn a-benn un nebeud bloavezhioł.
• North American Association for Celtic Language Teachers : www.naaclt.org
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn