Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Haiku e brezhoneg

Evit ar seizhvet gwezh e vo aozet ar genstrivadeg sevel Haiku gant kevredigezh Taol-kurun Kemperle.
Tapit krog en ho pluenn...pe lakait hoc’h urzhiataer war enaou !


Na chomit ket etre daou sońj ha kemerit perzh er boelladenn ziaes-mań. Ur c’hoari eus ar c’hentań a zo e bal sevel gwerzennoł 17 silabenn – azasaet diwar ar “mores” japanat - da lavaret eo ur barzhoneg 5/7/5 troad, a-benn lakaat da gompren traoł steuzius.

Fromadennoł degaset o sellet ouzh an natur eo ar pezh a blij ar muiań d’ar Japaniz. Met diwar-benn a bep seurt danvezioł e c’heller sevel un haiku e gwirionez ha n’eus danvez difennet ebet.

Se a zo kaoz, hag evit reiń lańs da awen ar varzhed war un dro, ez eus bet dibabet ur ger. “Dorn” eo ar ger a zo bet dibabet er bloaz-mań dre ma vo an dodenn “A-stroll/kengred” hini festival Taol-kurun, a vo dalc’het e miz Genver 2009.

Gallout a rit kas ho haiku adalek bremań d’ar chomlec’h-mań : taolkurun@laposte.net

E miz Genver 2009 e vo embannet disoc’hoł ar genstrivadeg hag ul levrig, 30 haiku bennak e-touez ar re wellań degemeret ennań.

A-benn gouzout hiroc’h, pellgomzit da : 02 98 71 74 94 pe 06 79 14 96 87
Evit lenn an haiku a oa bet priziet er bloavezhioł tremenet ha lenn ar reolennoł resis evit sevel reoł nevez : http://taolkurun.free.fr/

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn