Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gwengamp a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Sinet eo bet live 2 ar garta gant kęr Gwengamp gant ar pal kas da benn 10 ober ac’hann da dri bloaz. Dre ma‘z eus oberoů war-ober c’hoazh hag a vo echu a-benn nebeut emań e sońj resev al label a live 1 a-benn bloaz.


Dirak an It. Annie Le Houérou, maerez Gwengamp hag an It. Mona Bras, eilmaerez, he deus embannet sklaer an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, en he frezegenn, pegen laouen e oa o vezań deuet evit sinadur Gwengamp. Dre ar sinadur-se e kemer skouer, kumun Gwengamp, diwar un toullad kumunioů tost (Plouvagor, Bear, Benac’h ha Louergad) ha diwar skouer ar 80 kumun all e Breizh o deus sinet ar garta betek-henn.

E Gwengamp e vez gwelet brezhoneg abaoe pell zo peogwir eo bet ar gumun e penn a-raok er bloavezhioů 80 evit ar pezh a sell ouzh ar panelloů divyezhek.
Logo an ti-kęr a zo divyezhek, kemer a ra perzh kęr Gwengamp e koulzad brudań bloaziek ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien ha divyezhek eo pennad-stur kazetenn an ti-kęr abaoe nebeut.
Dre ar sinadur-se e tiskouez kęr Gwengamp he c’hoant da ziorren ar brezhoneg o kas 10 ober ouzhpenn da benn : enrollań ur gemennadenn zivyezhek war responterez an ti-kęr, moullań paper-lizher divyezhek, embann holl bedadennoů an abadennoů sevenadurel ha kartennoů-bizit an dilennidi a fell dezho en 2 yezh, staliań plakennoů straed ha panelloů mont-tre ha mont e-maez e pep lec’h. Mod-all e vo kinniget d’an dud nevez bezań eureudet e brezhoneg mar plij dezho.
Evit echuiń, sinet e vo ur gevrat kefridi etre kumun Gwengamp hag an Ofis evit heuliań mat ha testeniekaat an oberoů a-benn tri bloaz.

En he frezegenn ez eus bet pouezet kalz gant an It. Lena Louarn war ar fed e ranker stummań hiziv brezhonegerien a lakaio warc’hoazh ar gevredigezh da vevań.
Hetoů he deus savet evit ma vefe krouet ur skol kentań derez divyezhek ouzhpenn d’an daou hentad a zo c’hoazh : Diwan evit an hentad kevredigezhel dre soubidigezh ha Dihun evit an hentad prevez par-ouzh-par. Displeget he deus e vez gwelet bepred ur c’hresk er c’humunioů ma vez kinniget an tri-hentad-mań d’ar gerent. Bezańs an tri hentad kelenn a ziskouez ur c’hinnig a galite hag a liesseurted gouest da suraat dibab ar gerent. Skoazellań a rafe ivez diorren padus an niver a skolidi en eil derez divyezhek a gaver e Gwengamp dija.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn