Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ur gevrat kefridi etre kęr Karnag hag an Ofis

Dirak an Ao. Michel Grall, maer ha kannad ar Mor-Bihan, an Ao. Marc Le Rouzic, eilmaer hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, ez eus bet sinet d’an 10 a viz Here 2008 ur gevrat kefridi etre kęr Karnag hag an Ofis.

Dre ar sinadur-mań e kas Karnag da benn vat unan eus ar 5 ober he doa dibabet e 2006 o sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.

A-drugarez d’ar gevrat-mań e vo heuliet a-dost sevenidigezh an oberoů lakaet war ar stern gant an ti-kęr. Savet e vo gant an Ofis troidigezh pennadoů–stur kannadig an ti-kęr, plaketennoů brudań embannet gant ar gumun, pedadennoů, testenn ar gartenn hetoů bloaziek…

Lena Louarn he deus lakaet mat war wel en he frezegenn an dregantad bras a vugale skoliataet er skolioů divyezhek e Karnag (15% er skol-vamm). Pouezus-bras eo ar sifr-mań dre m’eo ar skol an tu efedusań da dreuzkas ar yezh ha da sevel un dazont evitań. Hetet he deus e vefe krouet, en amzer da zont, ur pol er vro-mań evit ma kendalc’hfe ar c’helenn divyezhek en eil derez.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn