Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  An Ofis a ya e darempred gant studierien an Oriant

Dalc’het e vo ur stand gant Ofis ar Brezhoneg e Skol-veur Kreisteiz Breizh d’ar 15 ha d’ar 16 a viz Here 2008. Degemeret, kelaouet hag aliet e vo ar studierien gant teknikourien an Ofis diwar-benn ar micherioł a implij ar brezhoneg an deiz a hiziv.

Estreget bed an deskadurezh a zo daoust ma‘z eus ezhommoł bras er c’hentań hag en eil derez.
Aliesoc’h-aliesań e vo ezhomm brezhonegerien er strollegezhioł foran (magourioł, servij d’an dud kozh pe derc’hel er gźr, bugaligoł (skoazellerez-vamm), mediaouegoł, touristerezh ha kement zo). Ezhomm a vo bastań da ezhommoł kreńvoc’h-kreńvań ar c’hleweled hag ar c’hehentiń.

A-drugarez da skoazell Skol-veur Kreisteiz Breizh an Oriant e c’hello an Ofis kinnig an holl hentadoł stummań a gaver bremań (skolioł-meur, stummerezh dibaouez) hag ar micherioł a ra gant ar brezhoneg. En deiz a hiziv, ouzhpenn 1000 implij (leun-amzer) a zo e Breizh hag a c’houlenn un anaoudegezh eus ar brezhoneg (Mammenn : studiadenn Arsellva an Ofis – 2008)
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn