Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lokmaria-Plouzane, e-kreizig-kreiz bro an Irwazh, a sin Ya d’ar brezhoneg

Sinet e oa bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an Itron Vivane Godebert, maerez hag eilprezidantez Kumuniezh kumunioł bro an Irwazh hag an Itron Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’ar Gwener 17 a viz Here 2008.

Dibabet eo bet gant kumun Lokmaria-Plouzane kas da benn 5 ober dindan bloaz evit tapout al label a live 1. Kerkent ha ma vo graet ar 5 ober-se e ouestlo ar C’huzul-kźr mont war-du al label 2.

Sed amań an oberoł war ar roll-labour eta : staliań panelloł divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, embann kartennoł-bizit evit an dilennidi a fello dezho, moullań paper-lizher divyezhek, lakaat logo ar gumun en div yezh ha staliań panelloł divyezhek e diabarzh hag e diavaez savadurioł an ti-kźr.

Lokmaria –Plouzane eo ar 5vet kumun a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg e Kumuniezh kumunioł bro an Hirwazh.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn