Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (2573 ko)  Fichier pdf 
  Stad ar c’helenn divyezhek e Breizh e 2008

Degemeret e oa bet ar gazetennerien gant tud an Ofis d’an 22 a viz Here e Roazhon, evit kinnig dezho dielfennadur an distro-skol er c’hlasoł divyezhek.
Pazennoł bras zo bet tizhet er bloaz-mań met meur a dra zo da wellaat c’hoazh.



Evit an 31vet distro-skol da-heul ez eus kresk gant ar c’helenn divyezhek e Breizh. En tu all da 12 000 skoliad zo bremań (12 287). Kenderc’hel a ra d’en em zispakań er vro a-bezh ivez. Warlene e oa ur c’hinnig nevez e kumuniezh kumunioł Gwitreg hag er bloaz-mań eo tro kumuniezh kumunioł Traoń an Il.

Meur a bazenn nevez zo bet graet er bloaz-mań.
Aet eo Diwan en tu all da 3000 skoliad hag ur skolaj nevez zo bet digoret el Liger-Atlantel. Gant se ne vo ket dav d’ar vugale mont d’ar Mor-Bihan ken bremań. Div skol nevez zo bet digoret gant ar gevredigezh ivez (Magoer(35) ha Lokournan (29)). Ma talc’h Diwan da vont war-raok evel-se e c’hallfe adkavout al lusk a oa e hini a-raok 2002.

Evit ar pezh a sell ouzh an hentenn bublik, emeur en tu all da 5000 skoliad evit ar wech kentań ivez ha daou lec’h nevez a ginnig ar c’helenn divyezhek (Pleiber-Krist (29) ha Ploveren (56)). E Breizh eo ar c’helenn publik a ya ar muiań war-raok, dreist-holl e Penn-ar-Bed, daoust ma’z eus bet digoret kalz nebeutoc’h a lec’hioł nevez eget boaz.

Dre vras n’haller nemet bezań nec’het gant stad an traoł er skolioł prevez. Evit ar wech kentań biskoazh n’eus ket bet digoret lec’h nevez ebet ganto er bloaz-mań. A zo muioc’h, klasoł zo bet serret. Gorrekaet-kalz eo ar c’hresk e-keńver ar bloavezhioł paseet eta ha pa yafe c’hoazh war-raok an niver a skolidi hollek.

Daoust d’an dra-se e c’haller merzout splann e wrizienn donoc’h-donań ar c’helenn divyezhek er c’humunioł a ginnig un henten.

Koulskoude e chom stag ar c’hresk ouzh kresk ar skolioł zo dija ha n’eo ket ouzh ar skolioł nevez a zo diouer bras anezho.
Peder skol-vamm nevez zo bet digoret er bloaz-mań hepken.
Pell zo ne oa ket bet ken nebeut anezho. Kement-se en deus ul levezon fall war emdroadur an traoł. Setu m’eo kreńvaet gorrekadur al lusk gant an niver bihan a skolioł a zigor. Biskoazh en istor ar skolioł divyezhek ne oa bet ken bihan ar c’hresk (4.7 %).

Diaesterioł zo lakaet d’ar c’helenn divyezhek ivez ken er prevez hag er publik. En Oriant emań ar c’hudennoł brasań : re nebeut a bostoł e skol Merville evit degemer an holl re a fell dezho ha serret eo bet klasoł skol Sant-Kristof. Kudennoł all zo bet merzet er publik e Karaez hag e Lanniliz ivez.

Diouzh ar c’henfeurioł, an digeriń skolioł divyezhek er publik en Elzas pe e Norzheuskadi zo par da dremen 12 gwech ar pezh a stader e Breizh.
An dalc’h e Breizh n’emań ket gant ar goulenn koulskoude : lec’hioł zo ma vez nac’het digeriń daoust d’ar goulenn, e lec’hioł all n’eus ket trawalc’h a bostoł evit degemer an holl a fellfe dezho pe lakaat ar vugale da genderc’hel gant ar c’helenn divyezhek. Setu ur goulenn “eztaolet” ne vez ket bastet dezhań.
War an dachenn e c’heller komz ivez eus un danvez goulenn anat ne vez ket respontet dezhań, er skolioł prevez peurgetket hag e reter Breizh.
A-hend-all e verzer e chom re rouez ar c’hinnig er c’hźrioł bras. E seurt kumunioł n’eo ket a-walc’h kaout ul lec’h hepken evit pep hentad, ret eo aozań ar rouedad dre garter neuze.

Dres p’emań ar Vretoned o reiń un digor gwelloc’h-gwellań d’ar c’helenn divyezhek e c’horreka ar c’hresk ; dislavar zo ha n’emaomp ket er blegenn-mań e-tailh da eilpennań stad an traoł evit suraat dazont ar yezh.
Emdroadur ar sifroł kriz koulz ha hini an dregantadoł a ginnig un tuadur “seul vui, seul c’hoazh” e kornioł-bro zo koulskoude. Da lavaret eo ez a ar c’helenn divyezhek war-raok el lec’hioł m’eo kreńv dija. Prouiń a ra ez eus ul lusk fonnusaat gant an hentad divyezhek : seul vrasoc’h eo ar c’hinnig, seul vui a dud dedennet gantań a zo. Prouiń a ra ivez e vefe tu d’ober gwelloc’h en takadoł all.

Talvoudus eo Kuzul Akademiezh ar Yezhoł Rannvro evit ober ar poent hag eskemm. Koulskoude n’eo ket e labour programmiń diorroidigezh ar c’helenn divyezhek. Ha padal eo prest dilennidi ar vro da vountań evit se bremań.

Ret eo d’ar Stad en em ouestlań muioc’h er politikerezh yezh. N’eo ket un afer arc’hant. Gant ar mod ma vez meret ar c’helenn divyezhek bremań ne vo ket tu da dizhout ar pal a 20 000 skoliad lakaet gant ar Rannvro. A-drugarez da Ofis Publik ar Brezhoneg a vo krouet e vo lakaet tout an dud en-dro d’an hevelep taol. E framm ur politikerezh yezh hollek hon eus spi e vo tu an taol-mań da frammań da vat ar c’hinnig kelenn divyezhek evel ma vez graet gant Ofis Publik an Euskareg abaoe pevar bloaz dija.

Evit gouzout hiroc'h, pellgargit an teul.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn