Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kentika : ur meziant evit merań an dalc’hadoł teulioł

Stumm brezhonek ur meziant da verań dalc’hadoł, anvet Kentika, a oa bet kinniget d’ar gazetennerien d’an 23 a viz Here 2008 e Roazhon. Gant ar meziant-se e c’haller implijout ar brezhoneg war un dro gant 6 yezh all eus Europa.

Gant Kentika e vo aesaet labour an deuliourien hag al levraouegerien a ver dalc’hadoł e brezhoneg.

Dav eo gouzout e oa ret da bep hini, betek-henn, ouzhpennań eus e du ur stumm brezhonek d’ar meziant diazez. Diwar vremań, gant ur c’hlik hepken, e c’hallo an dud a vicher dibab ar brezhoneg.

Gant Maripol Gouret, prezidantez ar Greizenn Dafar Sevenadurel Keltiek e Gwened, eo bet troet ar meziant-se. Roet e oa bet dezhi Priz rannvroel dazont ar brezhoneg e 2004 dre m’he doa troet meziantoł all c’hoazh (rummatadur Dewey, krouidigezh un tezorus). Talvoudus-bras oa bet al labourioł-se evit an dud a vicher a bled gant an diellaouiń hag an teuliaouiń.
Frammoł evel Kelenn, skolaj Diwan Kemper pe Naoned, lise Diwan Karaez a implij ar meziantoł-se bemdez.

http://www.kentika.net/
http://alex.kdsk-bzh.org:8080/
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn