Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (3201 ko)  Fichier pdf 
  Bro Vrest er penn a-raok

Lańs he deus bro Vrest e-keńver toleadoł all Breizh evit ar pezh a sell ouzh stad ar brezhoneg war pep tachenn. Tennań gounid eus an dra-se zo d’ober evit diazezań amań araokadennoł nevez ar brezhoneg.

Unan eus broioł pobletań Breizh eo bro Vrest hag e penn a-raok diorren ar brezhoneg e vez alies. Etre 40 000 ha 45 000 brezhoneger a vefe e bro Vrest e 2008, diouzh a c’hellomp brasjediń (war-dro 11,5% eus poblańs ar vro).

War dachenn ar c’helenn divyezhek eo stankik rouedad ar skolioł dija hag ar sifroł a gendalc’h da greskiń gant ul lusk ingal.
2652 skoliad divyezhek a oa enskrivet en hentadoł divyezhek e 2007/2008.
O kontań ouzhpenn an doareoł all da zeskiń brezhoneg er skol (tańva, kentelioł yezh) ez eus tremen 8 000 skoliad eus ar vro a heuilh kentelioł brezhoneg pe e brezhoneg eus ar skol-vamm d’al lise.
En tu-hont da 1 000 den deuet a zesk brezhoneg a-hend-all.

Emouestl strollegezhioł foran zo a sikour da wriziennań ur vuhez brezhonek e meur a lec’h hag e meur a dra a zeu da glokaat ar gweledva yezhel er gevredigezh keodedel.

N’emań ket bro Vrest en un degouezh dibar e-keńver peurrest Breizh avat. Er c’hźrioł bras eo re dreut ar c’hinnig kelenn divyezhek evit ar mare : n’eus nemet ur skol bublik ha skol brevez ebet e Brest, da skouer.
An tańva d’ar yezh er skolioł a chom stanket daoust d’ar goulenn, an niver a gentelioł brezhoneg en eil derez a ya war zisgreskiń peurliesań (d’an distro-skol 2008 ne chom kinnig ebet ken e skolioł publik Brest).
Dizingalderioł a stader war an dachenn : su ar vro a chom dibourvez alies. E-keńver kinnig kelenn divyezhek, da skouer, n’eus bet digoradur ebet war an takad-se en ur ober dek vloaz tra ma’z eus bet pevar lec’h nevez e Kumuniezh kumunioł Bro an Hirwazh etre 2006 ha 2008.

Un trec’h da dizhout war grenn dermen eo kempouezań ar c’holl brezhonegerien, ar pezh a dalvez stummań ur brezhoneger nevez evit kement brezhoneger a varv. En desped d’he zuioł kreńv emań pell bro Vrest eus ar gont gant etre un ha daou brezhoneger nevez evit dek a ya da anaon. Ha pa yafe war ziorren fonnusoc’h, ar c’helenn divyezhek e-unan ne vo ket a-walc’h evit tizhout ar pal meur-se, ezhomm a vo da stummań kalz a dud dre an doareoł all ivez.
Dre chańs emeur amań en ur vro zo danvez enni da c’henel oberoł nevez evit diorren ar brezhoneg.

An teul a vo kavet kevret da bellgargań a zo kresket a galz e-keńver an hini a oa bet savet e 2004. Divyezhek eo ha skeudennaouet eo bet gant kartennoł ha grafikoł e-leizh hag aozet evit bezań aes da lenn (klozadurioł, taolennoł sintetek en dibenn).
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn