Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Trede staj an Ofis e KBMFT Gwened

Emgav nevez etre implijidi ar strollegezhioł hag an Ofis : « Merań an divyezhegezh en un tiriad » e oa tem ar staj.

Gant teknikourien servijoł « Arsellva », « Ajańs diorren » ha « Glad yezhel » Ofis ar Brezhoneg e oa bet bet kaset da benn, d’an 30 hag 31 a viz Here 2008, stummadur ar wazourien diriadel war dachenn an divyezhegezh war ar panelloł ha war ar skoroł all a zo dindan dalc’h ar strollegezhioł tiriadel (Kuzulioł-departamant, tiez-kźr, Kumuniezhioł kumunioł)

Meur a brezegenn zo bet e-pad an devezh kentań : kinniget eo bet stad an divyezhegezh en Europa ha stad ar brezhoneg en deiz hiziv. Penaos talvoudekaat al lec’hanvadurezh e bed an touristerezh hag an armerzh a zo bet studiet pizh ivez.

Skouerioł liesseurt ha fonnus a zo bet displeget e-pad an eil devezh labour. Dielfennet ez eus bet ur bern anezho a-benn gellout aliań perzhidi ar staj ha treuzkas traoł pleustrek a vo talvoudus dezho pa vint distro en o lec’h labour.

Plijet-bras e vez ar stajidi bep tro gant ar pezh a vez degaset dezho hag er bloaz-mań c’hoazh. Se zo kaoz e vo aozet ar staj en-dro ar bloaz a zeu d’an 12 ha d’an 13 a viz Here 2009. Adalek bremań e c’hall ar strollegezhioł tiriadel hag ar wazourien dedennet gant ar stummadur-se mont e darempred gant Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel e Gwened.

Evit en em enskrivań : http://cnfpt.fr/fr/agents/Les_catalogues_de_formation/52
(pajenn 33)
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn