Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ar skrivadenn e brezhoneg

A vloaz da vloaz e weler muioc’h-mui a berzhidi, kozh ha yaouank, laouen da gemer perzh er skrivadenn-mań.

Gant Emglev bro an Oriant e oa bet ijinet ar genstrivadeg-mań ha tamm-ha-tamm ez eo bet aozet gant kevredigezhioł all e Brest, Kemper, Roazhon, Naoned, Montroulez ha Pariz er bloaz-mań. Ur bern tud a gemer perzh en darvoud-mań deuet da vezań ur gouel hag ur c’hoari : ar skrivadenn a zo savet evit an holl liveoł barregezh hag oad. Kalz a blijadur o deus bet ar genstriverien daoust d’an destenn bezań diaes un tammig, skrivet ha lakaet toulloł trap enni gant Daniel an Doujet, kelenner war ar brezhoneg e bro Wened. E-keit ma oa an difazierien o labourat gant kalz a aket ez eus bet tu d’an holl debriń merenn vihan....
Merzout a reer er bloaz-mań eo aet ar maout gant tud kźr Naoned pa ‘z eo bet graet ar skrivadenn ziwezhań en Oriant d’an 21 a viz Mae gant ar re o doa gounezet al lodenn gentań. Tri loread o deus bet ar priz kentań e-barzh ar pevar live kinniget. Merzout a reer ivez e vez gwelet krennarded o kemer perzh gant o mignoned ha n’eo ket hepken bugale ar skolioł divyezhek pe tud deuet. Spi a zo gant an aozerien e vo kźrioł all eus Breizh o tapout krog e-barzh er bloaz o tont.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn