Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Anvioù-lec'h ar Vro Vigoudenn : na pegen puilh !

D'ar Sadorn 8 a viz Du, e Plozeved, ez eus bet dalc'het ur brezegenn diwar-benn anvioù-lec'h ar Vro Vigoudenn gant Servij Glad Yezhel Ofis ar Brezhoneg.

Aozet eo bet Gouel ar Vro Vigoudenn d'an 8 a viz Du gant ar gevredigezh "Startijenn ar Vro Vigoudenn". Tro Plozeved e oa da zegemer an abadenn ar bloaz-mañ. Un digarez eo bet eta evit kaout prezegennoù diwar-benn ar Vro Vigoudenn end-eeun, ha da gentañ war he glad dizanvezel.

Pedet e oa bet e-giz-se Servij Glad Yezhel Ofis ar Brezhoneg da zisplegañ al labour emañ o kas - hag a vo peurechu a-benn neubeut - war anvioù-lec'h an 22 gumun a ya da ober an div gumuniezh-kumunioù a gaver war dachenn ar Vro Vigoudenn : hini Gorre ar Vro Vigoudenn hag hini Bro Vigoudenn ar Su.

Sed amañ un nebeud tirouroù bet roet da c'houzout neuze : kavet zo bet ouzhpenn 5300 anv-lec'h er vro-se en holl. Diwar ur mell labour enklask-ha-pennaouiñ e-barzh teulioù a-vremañ ha dielloù kozh e teu ar renabl-se. Koulskoude eo ivez a-drugarez d'ur pezh enklask dre gomz, aterset ma'z eus bet 122 bigouter, hon eus bet an danvez puilh-se. Kaset eo bet kement atersadenn e brezhoneg a-benn kaout an distagadurioù brezhonek eus an holl anvioù. Gras d'an enklask-se ez eus bet dastumet kantadoù a anvioù war an aod ivez, na oant ket bet renablet neblec'h betek-henn evit ar braz anezho, hag a oa o vont da goll.

Aet eo ar gaoz ivez war an elfennoù pennañ a zo e lec'hanvioù ar Vro Vigoudenn, bet diazezet lod kaer anezho pa oa en em gavet ar Vrezhoned el ledenez. Preget eo bet ivez eus an anvioù a gaver enno daveoù da vareoù koshoc'h c'hoazh, rak-breton eta, hag ivez eus an termennoù lec'hanvadurel implijet evit deskrivañ an natur, ha pa vefe en douaroù pe war an aod.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn