Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Porzhig e bro Sant-Brieg a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Porzhig eo ar gumun gentań e tolpad-kźrioł Sant-Brieg o vezań sinet, d’ar Yaou 13 a viz Du 2008, ar garta Ya d’ar brezhoneg.



Dirak an Ao. Gilbert Gaspaillard, maer, an Ao. Thierry Stiefvater, eilmaer e karg eus ar sevenadur hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg eo bet sinet ar garta gant ar pal kas da benn 5 ober dindan tri bloaz evit gounit al label a live 1.

Kendalc’het e vo bep bloaz gant Porzhig da gemer perzh e koulzad brudań ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien. Staliet e vo ganti panelloł divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun. Kartennoł-pediń evit an abadennoł sevenadurel aozet gant an ti-kźr a vo divyezhek diwar vremań ha savet e vo kartennoł-bizit en div yezh evit an dilennidi a fello dezho. Divizet ez eus bet ivez aozań bep bloaz er greizenn sevenadurel La Ville Robert un abadenn e brezhoneg.

Displeget mat he deus an It. Louarn en he frezegenn pegen fonnus eo an anvioł-lec’h brezhonek e bro Sant-Brieg. Hini Porzhig o vezań brezhoneg rik peurgetket. Komzet he deus ivez eus startijenn ar c’helenn divyezhek e kźr Sant-Brieg koulz hag eus hini ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien. Tiez-embann evit ar brezhoneg a gaver ivez, un hentad divyezhek a zo en ESSM, ha Ti-embann ar skolioł a sav levrioł pedagogel evit an holl skolioł divyezhek e Breizh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn