Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (81 ko)  Fichier pdf 
  Roazhon er penn a-raok

Alies eo bet Roazhon er penn a-raok evit ar pezh a sell ouzh ar brezhoneg ha kendelc’her a ra ar wezh-mań c’hoazh : sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant skol-veur Roazhon 2 d’ar Gwener 28 a viz Du.

Dirak M. Gontard, prezidant Roazhon 2 ha kuzul-merań ar skol-veur, an It. Louarn, prezidantez an Ofis ha Per denez, bet rener rann ar c'heltieg e-pad 20 vloaz, eo deuet Roazhon da vezań skol-veur gentań Breizh o vont gant an hent-se.

Kozh eo an istor etre ar brezhoneg ha skol-veur Roazhon bremań. Kelennet e vez brezhoneg abaoe 1880. Klok eo kursus ar studioł brezhoneg ha deuet eo ar brezhoneg da vezań an trede yezh studiet ar muiań a-raok an italianeg, ar sinaeg hag an alamaneg.

Niverus eo an dud a laka ar yezh da vevań e Roazhon 2, kelennerien ar gevrenn geltiek da gentań-penn. Pouezus-meurbet eo roll ar skol-veur evit kelenn ar brezhoneg d’an dud yaouank, stummań brezhonegerien ampart nevez hag ivez skolaerien ha kelennerien zo ezhomm bras anezho evit kenderc’hel da ziorren an hentadoł divyezhek.

Un dachenn all zo da vezań boulc’het, hini ar stummadurioł e brezhoneg a-benn kinnig d’an dud yaouank a zeu er-maez eus an hentadoł divyezhek an tu da genderc’hel gant o stummadur en ur virout ar brezhoneg evel yezh kelenn.

Oberoł liesseurt a zo bet kaset da benn dija gant ar skol-veur (panellerezh, kartennoł-bizit, deiziataer...). Sinań Ya d’ar brezhoneg a roio an tu da vont pelloc’h c’hoazh ha pouezus eo rak ur yezh vev a rank bezań gwelet en hec’h endro.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn