Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (186 ko)  Fichier pdf 
  Geriaoueg cheñchamant an hin

Gant rannvro Breizh a oa bet degemeret nevez ‘zo Kuzuliadeg Vedel ar Rannvroioù. En e blas reizh eo bet lakaet ar brezhoneg e-kichen ar yezhoù all.

Kuzuliadeg Vedel ar Rannvroioù a oa gouestlet er bloaz-mañ da gudenn vras tommadur an hin. Bodet e oa bet er c’hendiviz-se ouzhpenn 100 rannvro eus ar bed a-bezh d’an 29 ha d’an 30 a viz Here 2008. Kaset eo bet da benn gant Ofis ar Brezhoneg troidigezh ur c’heriaoueg a zo bet skignet e-touez perzhidi ar guzuliadeg aozet e Sant-Maloù gant Rannvro Breizh.

4 fajenn zo d’ar blegfollenn-se, anvet : “50 ger-alc’hwez ar cheñchamant hin”. Kinniget eo e peder yezh ar gerioù hag an teskanvioù a gaver warni : galleg, brezhoneg, saozneg ha spagnoleg. Lakaet e brezhoneg gant an Ofis eta. Adkavout a c’heller an holl dermenoù-se, ha kalz re all war un dro, war lec’hienn an Ofis en hon diaz roadennoù “TermOfis” : http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index.php

Evit pellgargañ an diellig savet evit ar c’hendiviz, klikit war an arlun.
Evit mont war lec’hienn ar c’hendiviz ha lenn pennad-stur an Ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Rannvro Breizh, e brezhoneg : http://www.worldsummitofregions.org/

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn