Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lanniliz a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Teirvet kumun Kumuniezh kumunioů Plabenneg hag an Aberioů eo Lanniliz o tivizout ez-ofisiel labourat evit ar brezhoneg gant sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an 28 a viz Du 2008.



Sinet eo bet ar garta eta gant an Ao. Claude Guiavarc’h, maer ha kuzulier-departamant hag Andrev Lavanant, ezel eus kuzul-merań Ofis ar Brezhoneg.

Goude Sant-Pabu e 2006 ha Plouvien e 2007 eo bet votet gant kuzul-kęr Lanniliz klask tapout label a live 1 ar garta dindan bloaz gant 5 ober da gas da benn.

40% eus bugale ar gumun a zo skoliataet er c’hentań derez divyezhek e Lanniliz. War a seblant koulskoude e fell d’an ti-kęr kenderc’hel da vont pelloc’h dre m’en deus dibabet daou ober a-bouez evit diorren ar brezhoneg er skolioů : ober un enklask war sońj tud ar vugale a-benn gouzout pegen dedennet ez int gant ar c’helenn divyezhek ha reiń ur skoazell arc’hant pe deknikel evit kreńvaat ar skolioů divyezhek war e dachenn.

A-hend-all e kemero perzh Lanniliz diwar vremań er vrudadeg evit ar c’helenn d’an dud deuet aozet gant an Ofis hag e kinnigo kartennoů-bizit divyezhek da zilennidi ar c’huzul-kęr .
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn