Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  C’hoarioł video e brezhoneg : traoł nevez evit Nedeleg

P’emań gouelioł dibenn ar bloaz o tostaat, e kinnig an Ofis deoc’h ur porched 700 c’hoari liesseurt hag ur c’hoari strategiezh anvet « Freecol » lakaet e brezhoneg evit implijerien ar Genrouedad.

Bastań da ezhommoł ar gevredigezh evit a sell ouzh teknologiezh ar c'helaouiń hag ar c'hehentiń zo unan eus palioł pennań an Ofis.
Se zo kaoz e laka kalz a nerzh labour da dreiń e brezhoneg lec’hiennioł kenrouedad, meziantoł ha c’hoarioł video diseurt.
Emań o paouez echuiń treiń ur porched c’hoarioł anvet e galleg « Jouer sans arrźt » (pe e katalaneg « Megajocs ») a gaver ennań 700 c’hoari a bep seurt da vastań da c’hoantoł an holl. (strategiezh, redadegoł, fardań, sonerezh, miltamm, sportoł ha kement’zo)
« Melldudi » eo anvet ar porched-se ha kavet e vez e katalaneg, okitaneg, italianeg, galizeg, saozneg ha me oar.
Sed amań al liamm : http://www.melldudi.com/

Gant skoazell Kevin Laquaine-Jakez, zo studier war an ekonomiezh ha bet skoliataet e Diwan a-hed e amzer-skol, eo bet lakaet e brezhoneg Freecol, ur stumm azaset evit bed ar meziantoł dieub eus ar c’hoari hollvrudet « Colonization – Civilisation » a gas ar c’hoarier da vare aloubidigezh Amerika er XVvet kantved.
Unan eus an 40 yezh implijet evit ar c’hoari digoust-se eo ar brezhoneg.
Un endro e brezhoneg penn-da-benn a vez kinniget daYann vrezhoneger evit c’hoariadennoł hir, e-unan pe gant tud all.
Evit pellgargań ar c’hoari : http://www.freecol.org/
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn