Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Roet eo bet al label Ya d’ar brezhoneg live 1 da gumun Kewenn

Gant Kewenn eo bet tapet al label live 1 hiviziken. Divizet he deus raktal ar gumun kas da benn 5 ober ouzhpenn a-benn tapout al label live 2.



Dirak an Ao. Philippe Rondeau, eilmaer, hag izili eus ar C’huzul-kęr, eo bet roet al label Ya d’ar brezhoneg live 1 d’an Ao. Marc Cozilis, maer ar gumun, gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’an 10 a viz Kerzu 2008. Sinet eo bet ar garta war un dro, a-benn kenderc’hel da vont war-raok ha klask tapout al label live 2 gant 5 ober nevez da gas da benn.

Sed amań ar 5 ober kentań bet kaset da benn c’hoazh : divyezhek eo ar panelloů da vont e-barzh hag e-maez ar gumun ; ur panellerezh divyezhek a gaver war douar ar gumun ; krouet ez eus bet un hentad divyezhek gant skoazell servijoů an ti-kęr (distro-skol 2006) ; kement panell nevesaet pe staliet a-nevez zo divyezhek dre ret ; abadennoů brezhonek a vez aozet bep bloaz gant kreizenn sevenadurel ar gumun.

5 ober zo bremań war ar stern hag a vo da gas da benn vat dindan 2 vloaz.
Divyezhek e ranko bezań : kartennoů-pediń an ti-kęr evit an abadennoů sevenadurel kinniget gantań ; responterez an ti-kęr ; panellerezh diabarzh ha diavaez savadurioů an ti-kęr. Kemer a raio perzh an ti-kęr er vrudadeg evit kelenn brezhoneg d’an dud deuet. Ha kelaouet e vo an dud nevez e c’hellont eureudiń e brezhoneg.

Kewenn eo ar 7vet kumun e bro an Oriant o vont gant an argerzh kalite Ya d’ar brezhoneg.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn