Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Pempoull, kęr-benn Bro-Oueloů, a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

D’ar Gwener 19 a viz Kerzu e oa bet lavaret Ya d’ar brezhoneg gant Pempoull pa oa bet sinet ar garta etre ar maer Jean-Yves de Chaisemartin ha prezidantez an Ofis Lena Louarn.

Lańs zo gant ar brezhoneg e Pempoull abaoe un toullad bloavezhioů. Ur skol Diwan ha klasoů divyezhek publik a ra berzh mui-ouzh-mui hag a dalvez asambles kement ha 10% eus holl skolidi ar c’hentań derez.
Bev-birvidik eo ar yezh a-drugarez ar c’hevredigezhioů ivez p’en em gav Pempoull e pevare plas holl gumunioů Breizh evit kelenn brezhoneg d’an dud deuet. Naturel e oa neuze gwelet Pempoull e-touez an 91 kumun o deus sinet Ya d’ar brezhoneg, kumunioů o vodań en holl 932 000 a annezidi.

Live kentań ar garta zo bet dibabet sinań gant ar c’huzul-kęr. Dindan vloaz e fell d’an ti-kęr sikour ar c’helenn divyezhek da vont war-raok, lakaat plakennoů-straed divyezhek, kinnig euredoů divyezhek, kemer perzh e brudadeg ar c’hentelioů d’an dud deuet, embann pennad-stur kannadig an ti-kęr en div yezh ha kinnig d’an dilennidi kartennoů-bizit divyezhek.

Kement ha lakaat diouzhtu war-wel e fell d’an ti-kęr skoazellań ar c’helenn e oa bet pedet bugale Diwan hag ar c’hlasoů divyezhek publik da zigeriń al lid en ur ganań e brezhoneg dirak ar saliad tud a oa deuet d’ar sinadur.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn