Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kenstrivadeg danevelloł e brezhoneg e bro Redon

Pal an darvoud sevenadurel-mań eo talvoudekaat ar strivoł graet gant holl deskerien ar brezhoneg e bro Redon. Un digarez da ziskouez o barregezh war ar yezh eo evito.



Setu c’hwec’h vloaz bremań e vez aozet gant an “Association Bretonne” e Redon (diwar atiz Bernard Bonraisin) ur genstrivadeg danevelloł e brezhoneg. War-dro hanter-kant den kozh pe koshoc’h, o skrivań int o-unan pe a-stroll, o deus kaset skridoł d’ar bodad barn. Skolidi skolioł divyezhek bro Redon ha tud deuet ar c’hentelioł noz a zo bet pedet da lid-roidigezh ar prizioł, e ti-kźr Redon d’an 9 a viz Mae gant Louis Le Coz, eilmaer.
Ul lusk kreńv a vez santet e Redon ha tro-dro en amzer a-vremań koulz er skolioł prevez ha publik. Raktresoł evit ar vugale a zo o sevel war un dro. Krouidigezh ur greizenn dudi divyezhezek a vo marteze staliet e kreizenn Per Roy Ti Kendalc’h e Sant-Visant an Oud hag ar gevredigezh nevez “Brezhoneg war-raok” a zo e sońj ivez sevel a bep seurt abadennoł dudi e brezhoneg evit an dud deuet.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn