Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur politikerezh yezh youlek gant Kemperle

Votet eo bet gant ar C’huzul-kêr evit ma vo kaset da benn 15 ober ac’hann da 2010 gant ar pal tizhout label live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg. E-kerzh an tri bloaz a zeu e vo lakaet e pleustr 20 ober en holl.

Gant Alain Pennec, maer, eo bet sinet ar garta d’ar Merc’her 14 a viz Genver 2009 dirak Lena Louarn, prezidantez an Ofis hag ur bern tud eus ar gumun.
Oberoù liesseurt a vo graet gant ar gumun a lakaio meur a seurt tud da gemer perzh.

Binvioù kehentiñ divyezhek a vo gant an Ti-kêr a-benn nebeut evel ar responterez, ar paper-lizher da sevel lizhiri, ar pedadennoù evit an darvoudoù aozet gant ar gumun, teuliadoù ofisiel kinniget d’an annezidi (levrig-familh, teulioù evit diskleriadurioù a bep seurt – embannadoù eured, mortuajoù, ganedigezh ur babig, badeziant republikan, ha kement ‘zo).

Stummadurioù war ar yezh a vo aozet evit an implijidi a fello dezho

Tu vo d’an dilennidi implijout kartennoù-bizit divyezhek. Ganto ivez e vo kinniget d’an dud nevez eurediñ e brezhoneg. Ha pennad-stur ar maer e kazetenn an Ti-kêr a vo kinniget en div yezh.
Mod-all, graet e vo un enklask e-touez kerent ar vugaligoù a zo o chom er gumun a-benn gouzout pegen dedennet int gant ar c’helenn divyezhek.
Ur skol Diwan a zo e Kemperle c’hoazh hag ur raktres skol kentañ derez divezhek publik a zo war ar stern ivez.

Kemer a raio perzh ar gumun e vrudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien. Prenañ a raio ingal levrioù e brezhoneg evit ar vediaoueg ha plakennoù-straed divyezhek a vo staliet bewezh ma vo ur banell da cheñch pe ma vo krouet un hent nevez.

Etre ar gumun hag an Ofis e vo sinet ur gevrat-kefridi evit heuliañ mat al labour da gas da benn.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn