Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ya d’ar brezhoneg e Sant-Evarzeg : ur sinadur nevez e Bro-Gerne

Sinet eo bet ar garta gant André Guillou, maer Sant-Evarzeg, dirak Yannig Menguy, ezel eus kuzul-merań an Ofis.

Divizet eo bet gant ar gumun kas 8 ober da benn dindan 2 vloaz.

Dre m’eo pal ar gumun sevel un diorren padus d’ar brezhoneg e vo graet un enklask e-touez servijoł an Ti-kźr evit anavezout gwelloc’h barregezhioł hag ezhommoł an implijidi evit a sell ouzh ar yezh.

Kentelioł tańva d’ar brezhoneg a vo aozet e skolioł ar gumun.

Mod-all e vo klasket gant an Ti-kźr gwellaat plas ar brezhoneg dre sevel kartońsoł-pediń pe baper-lizher divyezhek. Staliet e vo plakennoł divyezhek bewezh ma vo tro da nevesaat pe da grouiń straedoł ha lodennaouegoł nevez ha kement panell-heńchań nevez a vo divyezhek ivez.

Kroget eo gant al labour dija hag emichańs e vo kemeret prim gant Sant-Evarzeg an hent da dapout live 2 ar garta.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn