Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1141 ko)  Fichier pdf 
  Bilańs 2008 : lańs en-dro gant ar c’helenn d’an oadourien

Embann a ra servij an Arsellva bilańs bloaziek ar c’helenn d’an oadourien :
4 880 den deuet o deus heuliet kentelioł brezhoneg e-kerzh ar bloavezh 2008, da lavaret eo +6% e-keńver 2007.


Mat-kenań eo kresk an distro-skol-mań evit an dud deuet enskrivet er c’hentelioł noz : +9,8% e live an deraouidi ha +6% en holl liveoł mesket. Eilpennet eo bet emdroadur ar sifroł e-keńver tuadur ar bloavezhioł tremenet. Kresket eo an niver a zeskidi evit ar wezh kentań goude 10 vloaz digresk da-heul.

E takadoł pobletań Breizh e kaver ar muiań a dud deuet a zesk brezhoneg : Roazhon a chom ar gumun ma kaver ar muiań a oadourien o teskiń brezhoneg er c’hentelioł noz ha Naoned an eil.

E bro Gerne eo aet an niver a zeskidi ar muiań war greskiń en distro-skol-mań : +37%. Daougementet eo bet an niver a zeraouidi er vro-se e-keńver distro-skol 2007 a-drugarez al lec’hioł nevez digoret er vro gant Mervent da skouer. Lakaat a ra ar bilańs-se war wel efedusted ar frammoł a-vicher a genurzh ur rouedad kentelioł noz. Er broioł m’emaint staliet e kaver ar muiań a skolidi.

Ur rummad nevez a zeu mat war wel en distro-skol-mań : ar c’hopridi a heuilh kentelioł sizhuniek war o amzer labour ha war o lec’h labour. Ouzhpenn 200 goprad eo an niver a dud stummet war ar brezhoneg er mod-se.

An holl roadennoł dre ar munud evit ar c’hentelioł noz evit ar stajoł ha dre lizher a vo kavet er bilańs klok ao amań-kevret.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn