Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (3272 ko)  Fichier pdf 
  Al label Ya d’ar brezhoneg gant kumun Ploueg-ar-Mor

Roet e oa bet al label live 1 gant Lena Louarn da Jacques Mangold, maer Ploueg-ar-Mor, d’an 23 a viz Genver 2009. Evit kenderc’hel gant an hent-se eo bet divizet sinań da dapout al label live 2 a-benn 3 bloaz.

6 ober a zo bet kaset da benn gant kumun Ploueg-ar-Mor betek-henn, ha ganto he deus bet al label kentań.
Holl banelloů mont e-maez ha mont tre er gumun a zo divyezhek.
Kartennoů-bizit an dilennidi, paper-lizher ar gumun ha responterez an ti-kęr a zo divyezhek.
Logo Ploueg-ar-Mor a zo en div yezh ha kinniget e vez pennad-stur kazetenn an ti-kęr en div yezh ivez.

Evit lakaat brezhoneg war wel muioc’h e buhez pemdeziek tud Ploueg-ar-Mor, e vo kaset da benn meur a ober ac’hann da 2012.
An holl gartennoů-pediń savet gant servijoů an Ti-kęr a vo divyezhek.
Ur panellerezh divyezhek a vo staliet e diabarzh hag e diavez an ti-kęr ha war kement savadur a zo dindan e zalc’h.
Ur panellerezh-heńchań divyezhek a vo staliet war douar ar gumun.
Kement plakenn-straed nevez a vo divyezhek.
Ha sinet e vo ur gevrat-kefridi gant Ofis ar brezhoneg a c’hallo skoazellań da sevel an oberoů-se.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn