Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Viva Patata ! Un diskouezadeg dudius evit dizoleiń an avaloł-douar e brezhoneg

Gant Germicopa, un embregerezh arbennikaet war ar c’hrouiń gouennoł avaloł-douar nevez, ez eus kinniget un diskouezadeg e brezhoneg diwar-benn an torzhelloł hollvrudet.

En diskouezadeg, zo kinniget e Diwan Kemper en devezhioł-mań, e kaver pevarzek panell bedagogel a ro an tu da c’houzout hiroc’h diwar-benn istor, douaroniezh, ha blaz ar patatez.

Savet eo bet ar panelloł livet-flamm-se evit ar c’hlasoł divyezhek hag ur benveg a zoare e vo evit ar c’helenn e brezhoneg. Kas a reont ivez d’un danvez all, an arzoł-kaer, dre ma kinnigont pennoberennoł krouet diwar gouennoł avaloł-douar liesseurt.

Lakaet eo bet an diskouezadeg e brezhoneg gant servij Treiń-Aliań an Ofis, diwar c’houlenn Germicopa, un embregerezh a zo e sez e Kemper. Un droidigezh aketus a zo bet savet gant troerien ar servij a zo bet laouen o labourat war un danvez a zigor hentoł nevez d’ar brezhoneg.

Evit sellet ouzh an diskouezadeg (hag al levrig pedagogel a ya d’he heul) war ar genrouedad ha/pe he fellgargań : http://www.etpatati.com/mods/std/actus/1222353023/voir

Evit kaout an diskouezadeg en ho skol, mont e darempred gant Ofis ar Brezhoneg : 02 51 82 48 35
ofis44@ofis-bzh.org
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn