Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Pleskob : ur spered penn a-raok

D’ar Merc’her 28 a viz Genver 2009 e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an It. Fruchard, maerez Pleskob, dirak an It. Lean Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, a-benn tizhout al label live 2

E miz Mae 2006 e oa bet roet label live 1 ar garta da gumun Pleskob c’hoazh. Da-geńver lid-digeriń mediaoueg ar gumun eo bet sinet gant Nelly Fruchard un eil kevrat evit kas 15 ober dindan vloaz.

Kemer amzer da vuzuliań al labour da gas war-raok, prientiń pep tra gant aket, staliań an traoł evit an amzer da zont, sed aze an doare labourat zo gant Nelly Fruchard hag he skipailh.
Startijenn e-leizh a zo gant Pleskob ha gellout a rafe reiń kentelioł da veur a hini evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg er vuhez foran.

An holl oberoł a oa bet divizet kas da benn evit kaout al label live 1 a oa bet graet e koulz hag e kentel.
Goude un nebeud mizioł preder evit dielfennań penaos dont a-benn en deus divizet ar C’huzul-kźr sinań evit 15 ober nevez da seveniń dindan vloaz.

Ul lodenn a zo graet pe dost : embann ur pennad-stur divyezhek e pep niverenn eus kazetenn ar gumun pe staliań panelloł divyezhek e diabarzh hag e diavaez savadurioł an ti-kźr. Panellerezh ar vediaoueg nevez a vo en div yezh da skouer hag ur skoaziad arc’hant a vo roet evit prenań levrioł e brezhoneg ingal.

Ur sizhunvezh dudi e brezhoneg a vo aozet evit bugale ar gumun ha graet e vo un enklask war sońj an dud da c’houzout pegen dedennet int gant ar skoliań bugale en div yezh.

Mod-all emań an ti-kźr e darempred gant ar gevredigezh Divskouarn, a labour evit kas war-raok ar brezhoneg e-touez ar vugaligoł a-raok ar skol, a-benn diorren ar brezhoneg gant e erlec'h skoazellerezh-mamm.

Servijoł an ti-kźr a ginnigo teulioł ofisiel divyezhek d’an annezidi evel al levrig-familh, an embannoł ha kement ‘zo.

E blas a vo roet d’ar brezhoneg bep tro ma vo lidoł ofisiel en ti-kźr, ar pezh a zo bet kroget brav gant an It. Fruchard en he frezegenn divyezhek.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn