Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Plouha a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Plouha eo ar gumun gentań e Kumuniezh kumunioł Lanollon-Plouha o kemer perzh ez-ofisiel e diorren padus ar brezhoneg.

D’ar Sadorn 31 a viz Genver 2009 e oa bet graet al lid-sinań. Degemeret eo bet an It. Lena Louran, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, gant an Ao. Philippe Delsol, maer ha besprezidant Kuzul-departamant Aodoł-an-Arvor, dirak ur c’hant bennak a dud.

Muioc’h-mui e seblant bro Oueloł bezań dedennet gant ar garta Ya d’ar brezhoneg, rak goude kumunioł Pempoull, Ploueg-ar-Mor ha Porzhig ez eo Plouha a gemer penn an hent bremań hag a zibab live 1 ar garta.

Un diviz youlek he deus kemeret kumun Plouha eta o tibab 13 ober da gas da benn dindan vloaz en ur bouezań war an oberoł a lakaio ar brezhoneg war wel war skoroł kehentiń an ti-kźr : kartennoł-bizit, pedadennoł a bep seurt, paper-lizher, pennad-stur kazetenn an ti-kźr, responterez, kirri ar servijoł kźr.
Brudet e vo glad ar gumun ivez dre staliań panelloł divyezhek.

Divizet he deus ar gumun mod-all da harpań diorren an deskiń brezhoneg gant an oadourien dre gemer perzh e brudadeg vloaziek ar c’helenn brezhoneg.

Displeget en deus an Ao Delsol en e brezegenn e felle da skipailh an ti-kźr krouiń ur c’hlas divyezhek a-benn 2010. A-benn nebeut ivez e vo graet un enklask e-touez kerent ar vugale da c’houzout pegen dedennet int gant ar c’helenn divyezhek.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn