Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Devezh ar Brezhoneg

Evit an eil bloavezh e oa bet aozet gant kevredigezh “Dazont ar Yezh” Devezh ar Brezhoneg e Karaez d’ar 5 a viz Mae. Pal an devezh-mañ eo bodañ ar vrezhonegerien hag an holl dud dedennet gant ar yezh dre ginnig dezho abadennoù c’hoariva, sonerezh hag all. Plas a zo bet roet ivez d’an teknologiezhioù nevez. Rak pouezus-kenañ eo lakaat ar c’hrouiñ e brezhoneg da vont war-raok.
Paeron ar gouel-mañ eo Ofis ar Brezhoneg ha kemeret en deus perzh en divizoù aozet. Daoust d’an amzer fall ez eo deuet niverusoc’h an dud er bloaz-mañ eget er bloaz tremenet evit brasañ plijadur an aozerien ha Kristian Troadeg, maer Karaez.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn