Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Karaez, ar gźr gentań o resev al label Ya d’ar brezhoneg live 3

Roet e oa bet al label live 3 d’an Ao. Christian Troadeg, maer Karaez, d’ar Gwener 30 a viz Genver 2009 gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
War un dro eo bet sinet gant ar gumun evit goulenn al label live 4 ac’hann da 2011.


Ar gźr gentań eus Breizh eo Karaez eta o resev al label-se evit ar 24 ober zo kaset da benn abaoe ar sinadur kentań e 2004.

Ar bodad « brezhoneg » en ti-kźr, renet gant Vincent Abaziou, a zo e darempred strizh gant an Ofis abaoe meur a vloaz.
Gant an Ofis eo bet heuliet an traoł, tamm-ha-tamm, a-feur ma veze astennet plas an divyezhegezh e pep lec’h er gumun. A-dostoc’h eo bet graet al labour-se c’hoazh abaoe ma’z eus bet sinet ur gevrat kefridi etre an Ofis hag an Ti-kźr.

Evit a sell ouzh ar panellerezh, 9 ober a zo bet kaset da benn. An holl blakennoł-straed a zo divyezhek, koulz hag ar panelloł-heńchań war dachenn ar gumun. Savadur an Ti-kźr hag ar re a zo dindan e zalc’h a zo divyezhek o fanelloł. Kefridiet eo bet an Ofis evit kas da benn ur studiadenn war al lec’hanvadurezh hag ar panelloł glad a zo bet lakaet en div yezh. En amzer da zont, kement panell nevez a vo staliet a vo kinniget gant an div yezh par-ouzh-par.

Dre ma vez 15% eus bugale ar gumun o vont da glasoł en tri hentad divyezhek (Diwan, Div Yezh, Diwan ) (ha 25% anezho er skol-vamm) e fell da gźr Garaez kreńvaat he strivoł evit reiń d’an holl dud an tu da zeskiń ar yezh n’eus forzh peseurt oad o defe. Aozet ez eus un enklask evit gouzout gwelloc’h petra eo sońj an dud war an dachenn-se. Skoazellet he deus ar skolioł divyezhek staliet e Karaez dre reiń dezho ur skoazell arc’hant pe zafar pedagogel. Kemer a ra perzh bep bloaz e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien.

Strivet he deus kalz Karaez evit diorren binvioł kehentiń divyezhek : logo ar gumun, kartennoł-pediń, kartennoł-bizit an dilennidi, paper-lizher, lec’hienn genrouedad, pennad-stur kazetenn an ti-kźr.

A-benn diorren un implij pemdeziek eus ar brezhoneg er vuhez foran ez eus bet graet 4 ober c’hoazh. Arc’hantaouet ez eus bet ur stummadur dibaouez evit implijidi an ti-kźr a felle dezho deskiń brezhoneg pe peurzeskiń ar yezh. Kinnig a ra aozań euredoł e brezhoneg. Responterez an ti-kźr a zo divyezhek koulz ha kirri servijoł an ti-kźr.

Un toullad oberoł all a zo krog dija hag ul lodenn anezho a vo gwiriekaet a-benn nebeut.
Se a zo kaoz eo bet sinet gant ar gumun en-dro evit gounit al label live 4 gant oberoł da beurechuiń pe da voulc’hań evel, en o zouez : implijout ar brezhoneg war ar panelloł kelaouiń elektronek, prenań ingal levrioł e brezhoneg evit ar vediaoueg, aozań abadennoł e brezhoneg, stankaat ar c’hentelioł tańva brezhoneg er skolioł, komz brezhoneg e-pad al lidoł ofisiel.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn