Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ya d’ar brezhoneg e Montroulez : 5 ober da gas da benn dindan vloaz.

Gant Agnčs Le Brun, maerez Montroulez ha kuzulierez-departamant, e oa bet degemeret Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’ar Gwener 6 a viz C’hwevrer 2009.
Kensinet o deus roll an oberoł votet gant ar C’huzul-kźr er garta Ya d’ar brezhoneg.


Dibabet e oa bet 5 ober hervez an 3 ahel kinniget gant an Ofis : diskouez ar brezhoneg, ledanaat e anaouedegzh ha skoazellań implij ar yezh en darempredoł gant an dud.

Evit a sell al lodenn gentań eo bet dibabet lakaat e brezhoneg ar panelloł mont-tre ha mont e-maez ar gumun koulz hag ar panelloł-heńchań a zo war he zachenn.

Evit lakaat ar yezh da vezań anavezet gwelloc’h he deus divizet ar gumun skoazellań, dre reiń arc’hant pe zafar, an hentadoł divyezhek staliet e Montroulez. Bremań eo savet bro Montroulez d’an trede plas e-touez holl vroioł Breizh gant 6% eus ar vugale skoliataet e klasoł kentań derez divyezhek, forzh peseurt hentad e vefe (850 bugel en holl).

Eus un tu all e kemero perzh Montroulez e brudadeg vloaziek ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien. Ar pedervet kumun eus Breizh eo Montroulez bremań evit an niver a skolidi enskrivet er c’hentelioł-noz.

Arc’hantaouet e vo mod-all ur stummadur war ar brezhoneg evit implijidi an ti-kźr o do c’hoant deskiń ar yezh.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn