Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kumuniezh kumunioł bro Kemperle a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Kumuniezh kumunioł bro Kemperle eo an eil kumuniezh kumunioł eus Penn-ar-Bed a zibab mont gant hent an divyezhegezh, goude Brest Meurgźr ar Mor, p’emań niver ar c’humunioł o deus sinet ar garta-mań o tostaat da 100.

Sinet eo bet ar garta gant an Ao. Nicolas Morvan, maer Molan ha prezidant Kumuniezh kumunioł bro Kemperle, dirak an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, hag an Ao. Marcel Moysan, maer Kerien ha besprezidant e karg eus ar brezhoneg.

Votet eo bet gant ar c’huzul-kumuniezh sinań ar garta ha dibabet eo bet al live 2 gant 12 ober da gas da benn a-benn 3 bloaz.

Divyezhek e teuio da vezań ar c’hartońsoł-pediń, ar responterez, kartennoł-bizit an dilennidi, pennad-stur kazetenn ar Gumuniezh.
Lod eus an oberoł zo boulc’het dija, evel ar re a denn da banellerezh divyezhek ar sez ha hini ar savadurioł dindan dalc’h ar Gumuniezh kumunioł. Divyezhek e vo an holl banelloł nevez diwar vremań.

Kemer a raio perzh ar Gumuniezh e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien. Un enklask a vo graet e diabarzh ar framm da c’houzout piv a oar brezhoneg e-touez an implijidi ha kinniget e vo stummadurioł war ar yezh d’ar re a fell dezho deskiń pe beurzeskiń anezhi.(22 den a vo stummet evit kregiń ganti).

Ur gevrat-kefridi a vo sinet gant Ofis ar Brezhoneg.

Dre an diviz-mań, ar Gumuniezh kumunioł a ya a-du gant ar 6 kumun ezel eus ar Gumuniezh kumunioł o deus sinet Ya d’ar brezhoneg dija (Tremeven-Kemperle, Skaer, Kerien, Kemperle, Molan ha Rieg) hag evel-se e vo kreńvaet diorren ar brezhoneg er strollegezhioł lec’hel.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn