Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label Ya d’ar brezhoneg d’an embregerezh Yprema

Dorn-ha-dorn e rank mont war-raok an diorren padus ha diorren ar brezhoneg hervez Claude Prigent, prezidant an embregerezh Yprema e Karaez hag e holding Prigent Environnement.
Dre ziv wezh en deus embannet sklaer ar mennozh-se d’ar Gwener 20 a viz C’hwevrer 2009.


Evit kregiń ganti eo bet roet gant Lena Louarn, prezidantez an Ofis, label live 1 an Emglev Ya d’ar brezhoneg da g-Claude Prigent evit 5 ober kaset da benn en e embregerezh arbennikaet war an adaozań danvezioł dismantrań.

Gwelet eo bet gant an Ofis pegen aketus e oa bet kemeret ar brezhoneg e kont, peogwir eo divyezhek penn-da-benn panellerezh chanter Yprema e Pluguen.
En div yezh e vez skritellet eurioł digeriń Yprema, panellerezh diabarzh ar burevioł zo divyezhek e pep lec’h ha kit panellerezh an Ofis zo bet peget e kement lec’h ma oa tu.
Mod-all, oberoł brudań a zo bet kaset da benn en div yezh.
Div vrezhonegerez zo bet enfredet e koskor an embregerezh hag en amzer da zont e fell da Yprema diorren ha stabilaat implij ar brezhoneg en e vont en-dro.

Da echuiń gant an abadenn, Claude Prigent en deus kaset an diazezadur nevez krouet « Canal-Carhaix » war hent an divyezhegezh ivez. Labourat a raio an diazezadur-mań evit diorren bro Kreiz-Breizh.
An diazezadur kentań eo a sin an Emglev Ya d’ar brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn