Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur an Emglev Ya d’ar brezhoneg gant Mirdi Breizh Roazhon

Ul lec’h nevez a vo digor d’ar brezhoneg e Roazhon a-drugarez da Virdi Breizh. Kreñvaet e vo evel-se plas ar brezhoneg e buhez foran ar gumun, ar pezh a glot gant an divizoù bet kemeret nevez ‘zo gant kêr Roazhon ha skol-veur Roazhon II.

D’ar Yaou 26 a viz C’hwevrer 2009 e oa bet sinet an Emglev Ya d’ar brezhoneg gant an It. Sylvie Robert, besprezidantez Meurgêr Roazhon, dirak an Ao. Jean-Paul Le Maguet, pennvirour ar mirdi, an Ao. Pascal Aumasson, a vo anvet war ar post e miz Mae, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg. War-dro daou c’hant den a oa deuet da gemer perzh el lid-sinañ.

Abaoe ur pennad ez eus brezhoneg e Mirdi Breizh avat. War atiz Yann-Cheun Veillard, bet pennvirour e-pad ouzhpenn 30 vloaz, e oa bet implijet ar yezh er mirdi c’hoazh. Padal e oa deuet ar mare da vont pelloc’h ha da ziorren plas ar brezhoneg ennañ.

Kemeret eo bet an diviz eta da zibab un nebeud oberoù resis da gas da benn, dre ur c’henlabour strizh gant Ofis ar Brezhoneg, en deus krouet an Emglev Ya d’ar brezhoneg.

Divyezhek penn-da-benn e teuio da vezañ an diskouezadeg « Hollved eo Breizh » ha teulioù pedagogel evit ar vugale a vo savet e brezhoneg. Plegfollennoù an diskouezadegoù dibad a vo divyezhek ha responterez ar mirdi ivez. Pedadennoù da lidoù-digeriñ an diskouezadegoù, kartennoù-hetoù ar mirdi a vo skrivet en div yezh. Ur stummadur war ar brezhoneg a vo kinniget d’an implijidi o do c’hoant a-benn diorren ar gweladennoù e brezhoneg a vez kinniget d’an dud c’hoazh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn