Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur sinadur nevez evit Ya d’ar brezhoneg e Bro C’hlazik : hini Landrevarzeg

Live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg a glasko tizhout kumun Landrevarzeg ac’hann da 3 bloaz, gant 12 ober dibabet gant ar C’huzul-kęr.

Dirak an Ao. Lucien Kerrec, maer ar gumun, an Ao. Daniel Kernalegen, kuzulier-kęr hag ezel eus kuzul-merań an Ofis, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, eo bet sinet ar garta d’ar 27 a viz C’hwevrer 2009.

Ur rummad oberoů zo bet dibabet evit implijout ingal ar brezhoneg e buhez pemdez an ti-kęr : krouet e vo ul logo divyezhek, embannet e vo ur pennad-stur e brezhoneg e pep niverenn eus kazetenn an ti-kęr, savet e vo kartońsoů-pediń ha paper-lizher en div yezh, responterez an ti-kęr a vo e brezhoneg ivez ha kartennoů-bizit an dilennidi a vo kinniget en div yezh.

Lakaat ar brezhoneg war wel er gumun eo pal an eil rummad oberoů. Evit kregiń ganti e vo lakaet panelloů divyezhek war kement hent zo da vont e-barzh hag e-maez ar gumun. Memes tra a vo graet war ar savadurioů a zo dindan dalc’h an ti-kęr. Ha panelloů glad Landrevarzeg a vo kinniget en div yezh. Diwar vremań, bewezh ma vo staliet ur banell nevez e ranko bezań divyezhek ivez.

Kefridiet eo bet an Ofis da sevel ur studiadenn war anvioů-lec’h ar gumun.

Mod-all, kemeret e vo perzh gant ar gumun e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn