Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ar garta e Molan : ur gouel evit an holl

Stank e oa an dud a oa deuet da lid-sinañ ar garta e kompagnunezh Alan Stivell, paeron ar gouel, d’ar Gwener 6 a viz Meurzh 2009.

Arzourien, dilennidi, izili ar c’hevredigezhioù lec’hel a oa bet bodet e Molan evit kemer perzh e sinadur live 2 ar garta dirak ar maer, an Ao. Nicolas Morvan (prezidant Kumuniezh kumunioù bro Kemperle, he deus sinet ar garta ivez), an Ao. Yann-Bêr Thomin hag an It. Naig ar Gars en anv ar C’huzul-rannvro hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Votet en deus ar C’huzul-kêr evit kas da benn 11 ober dindan 2 vloaz.
Anv zo eus mont en-dro an ti-kêr evit al lodenn vrasañ anezho.
Divyezhek e teuio da vezañ logo ar gumun. En div yezh e vo kinniget pennad-stur kazetenn an ti-kêr.
Pedadennoù, paper-lizher, kartennoù-bizit an dilennidi, responterez an ti-kêr a vo kinniget e galleg hag e brezhoneg par-ouzh-par.
Kaout ul lid-eured e brezhoneg a c’hello bezañ goulennet gant an dud nevez.

Evit ar panellerezh, ouzhpenn ar panelloù mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun a zo divyezhek, e vo graet ar memes tra evit ar re a vo staliet e diabarzh hag e diavaez an ti-kêr. Ha diwar vremañ e vo divyezhek, dre ret, kement panell nevez a vo staliet er gumun.

Divizet he deus kumun Molan ivez kemer perzh e brudadeg vloaziek ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn