Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Label Ya d’ar brezhoneg da gumun Plouzane

Da-geńver sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Plouzane e bro Brest eo bet roet d’ar maer, an Ao. Bernard Rioual, label live 1 ar garta.

Dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Yann Fańch Kerneis, kuzulier-kźr, ezel eus kuzul-merań an Ofis hag un toullad mat a berzhidi eo bet roet d’ar gumun al label kentań evit 5 ober kaset da benn ha kardarnaet gant an Ofis. Mod-all, divizet he deus kas da benn 6 ober ouzhpenn dindan 2 vloaz.

Sed amań roll an oberoł kaset da benn : krouet ez eus bet ul logo divyezhek hag evit ar panellerezh ez eus panelloł divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun ; panelloł da zisplegań glad istorel ha savouriel ar gumun a zo kinniget en div yezh ; panelloł-heńchań divyezhek zo bet staliet war dachenn ar gumun ivez.
Kemer a ra perzh Plouzane e brudadeg vloaziek ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien.

Kenderc’hel a raio kumun Plouzane da ziorren implij ar brezhoneg en he mont en-dro diabarzh dre embann kartennoł-bizit evit an dilennidi a c’houlenno ha moullań paper-lizher en div yezh. Divyezhek e vo ivez ar pedadennoł d’an abadennoł sevenadurel aozet gant an ti-kźr.

Kroget eo Plouzane da arc’hantaouiń kentelioł tańva d’ar brezhoneg e skolioł kentań derez ar gumun ha da embann ur pennad-stur divyezhek e kazetenn an ti-kźr.
En amzer da zont e vo staliet ur panellerezh diabarzh ha diavaez e savadur hag e burevioł an ti-kźr.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn