Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label live 1 da KK Kreiz Treger

Kumuniezh kumunioù Kreiz Treger , an Diazezadur Foran a Genlabour Etrekumunel kentañ o resev label live 1 ar garta, a fell dezhi mont pelloc’h.

Degemeret eo bet an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e Kawan d’ar Sadorn 14 a viz Meurzh 2009 gant an Ao. Maurice Offret, prezidant KK Kreiz-Treger. Roet eo bet ganti d’ar prezidant label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg evit 5 ober kaset da benn. Gant ar GK ez eus bet dibabet 5 ober all a-benn gounit un eil label.

5 ober a zo bet kadarnaet. Panelloù diabarzh sez ar GK a zo divyezhek hiviziken, koulz hag he faper-lizher hag he logo.
Sinet ez eus bet ur gevrat etre ar GK hag Ofis ar Brezhoneg a c’hello reiñ dezhi ur skoazell deknikel.
Skoazellet eo bet ivez implij ar brezhoneg er vagouri “Ti-Poupigoù’ Bear, en ur duta ur renerez a gomz brezhoneg.

Evit tizhout al label live 2 ez eus bet divizet gant ar GK labourat a-benn digeriñ ur greizenn dudi e brezhoneg evit ar re yaouank.
Skrivet e vo en div yezh war girri ar GK hag enrollet e vo ur gemennadenn war responterez ar framm. Staliet e vo panelloù divyezhek war ar savadurioù zo en he dalc’h hag embannet e vo ingal ur pennad-stur divyezhek en he c’hazetenn.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn