Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kęr-benn Bro-Leon a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Emgav a oa bet roet e Ti-kęr Kastell-Paol, d’ar Gwener 13 a viz Meurzh 2009, gant ar skipailh-kęr a oa bet votet gantań e miz Kerzu 2008 sinań ar garta. Dirak an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, hag an It. Michčle François-Guivarc’h, eilmaerez, eo bet lidet gant an Ao. Nicolas Floc’h, maer ar gumun, an diviz bet kemeret evit ar brezhoneg.

10 ober da gas da benn dindan 3 bloaz, sed aze raktres ar C’huzul-kęr bet kemeret evit resev label live 2 ar garta.

Logo ar gumun, paper-lizher, responterez an degemer, kartońsoů-pediń, pennad-stur ar maer e kazetenn an ti-kęr a zeuio tamm-ha-tamm da vezań divyezhek er mizioů a zeu.
Ar panelloů da zisplegań glad istorel ha savouriel Kastell-Paol a vo kinniget en div yezh.

Kemer a raio perzh ar gumun e brudadeg vloaziek ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien.
Gant Kastell-Paol eo bet kemeret an diviz da skoazellań diorren hentadoů divyezhek er gumun dre arc’hantaouiń ar skolioů pe dre reiń dezho ur skoazell deknikel.

Dav eo menegiń ez eus tost da 20% eus ar vugale skoaliataet er c’hentań derez er gumun, d’an deiz hiziv, a zo en hentadoů divyezhek.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn