Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kęr Redon a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Lena Louarn, prezidantez an Ofis, degemeret eno gant ar Bagad Nominoe ha gant kanaouennoů bugale ar skolioů divyezhek, he doa sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg, gant an Ao. Vincent Bourguet, maer Redon, d’ar Sadorn 21 a viz Meurzh.



War al lec’h e oa ganto an Ao. Emile Granville, an It. Françoise Albert, eilmaered o-daou hag an Ao. Gaël ar Bras, kuzulier-kęr e penn ar Poellgor aliań war sevenadur ha breizhadelezh Redon hag ur bern tud all.
Aozet e oa bet al lid-sinań er sportva Joseph Ricordel, el lec’h ma’z eus ur panellerezh divyezhek eus ar c’hentań.

Evit gwir, kęr Redon, he doa votet e miz Here 2008 kas da benn 17 ober, dibabet gant ar C’huzul-kęr, zo kroget mat da sevel un toulladig traoů.
Gant Ti ar Douristed e vez kinniget d’an dud abaoe bloaz ur blaketenn divyezhek diwar-benn istor ar gumun hag a zo ul levr-heńchań war un dro. Mod-all, meur a banell er gumun zo skrivet en div yezh.
Nevez ‘zo e oa bet staliet panelloů divyezhek war ar c’hroashentoů-tro n’o doa panell ebet betek-henn.
En amzer da zont e vo lakaet divyezhek ivez ar pedadennoů embannet gant an ti-kęr hag e lec’hienn genrouedad. Un eured e brezhoneg a c’hallo bezań kinniget d’an dud nevez.
Kinniget e vo gant ar gumun, a gemer perzh ivez e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien abaoe meur a vloaz, ur stummadur war ar yezh da implijidi an ti-kęr a c’houlenno.

Kelennet e vez ar brezhoneg e Redon abaoe m’eo bet votet al lezenn Deixonne (1951) hag an divyezhegezh er skol zo anezhań er skolioů publik ha prevez abaoe ouzhpenn 10 vloaz.
Ouzhpenn 15% eus ar vugale skoliataet er c’hentań derez a gaver er skolioů divyezhek. Divizet he deus kumun Redon kenderc’hel da skoazellań diorren an hentadoů-se evel-just.

Sinet e oa bet ur gevrat-kefridi etre Kęr Redon hag Ofis ar Brezhoneg ivez e-pad al lid.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn