Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Loperc’hed, e bro Brest, a zibab Ya d’ar brezhoneg

Dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Yann-Bęr Thomin, kuzulier-rannvro karget eus ar politikerezh yezh hag ur bern tud all, bugale ar c’hlasoů divyezhek en o zouez, e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an Ao. François Collec, maer Loperc’hed, d’ar Gwener 20 a viz Meurzh 2009.



Diwar atiz Ronan Divard, kuzulier-kęr, ha François Collec war un dro e oa bet votet gant ar C’huzul-kęr kas da benn 5 ober er bloaz-mań evit tapout al label kentań an abretań ar gwellań.
Staliet ez eus dija panelloů divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun. Paper-lizher an ti-kęr ha logo Loperc’hed zo skrivet en div yezh.
Skoazellet e vez an hentad divyezhek gant kumun Loperc’hed dre reiń skoaziadoů pe dafar teknikel evit ma c’hellfe ar c’helenn brezhonek padout ha kreskiń. 60 skoliad zo en hentad-se bremań ha 80 bugel a rankfe bezań enskrivet en holl a-benn an distro-skol kentań.
Kenlabourat a ra Loperc’hed gant ar c’humunioů tost evit reiń an tu da gement bugel a c’houlenn da gavout ur plas en ur c’hlas divyezhek.

Mod-all, krouet ez eus bet gant ar gumun ur poellgor aliań evit ar brezhoneg a vo e garg studiań an doareoů d’ober hag ar c’hinnigoů evit diorren hor yezh a-benn mont pelloc’h gant al labour kroget en ur sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Ur strollad sonerien ha kanaouennoů e brezhoneg gant bugale ar gumun a oa bet klevet e-pad al lid-sinań.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn