Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod meur Ofis ar Brezhoneg : ofisiel eo bremań an tremen d’ar statud publik

Divizet en doa Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, evit ar pevare bloavezh diouzh renk, kemer perzh en emvod meur Ofis ar Brezhoneg goude vot un destenn d’an derc’hent, e-pad emvod hollek ar C’huzul-rannvro, a aotre savidigezh « Ofis Publik ar Brezhoneg ».

Dalc’het e oa bet emvod meur an Ofis e Kemper d’an 28 a viz Meurzh 2009 dirak un tri ugent bennak a izili hag a implijidi. Deuet e oa an Ao. an Drian gant an Ao. Yann-Bźr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh.

Gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg (hag a zo bet dilennet en-dro d’ar post-se goude an emvod) e oa bet kinniget bilańs al labourioł liesseurt kaset da benn vat gant 2 bol an Ofis e 2008. Kinniget he doa ivez ar chanterioł war ar stern c’hoazh evit 2009.

Embannet e oa bet gant Prezidant Rannvro Breizh e oa bet votet evit krouiń un DFKS (Diazezadur foran a genlabour sevenadurel) a vo e anv « Ofis Publik ar Brezhoneg » hag a roio an tu d’an Ofis da genderc’hel gant e labour ha da gas da benn vat ar c’hefridioł a vo fiziet ennań.
Ar statud nevez-se a lakaio Rannvro Breizh, ar Stad, Rannvro Broioł al Liger ha 5 departamant Breizh da genlabourat war hir dermen.

Kadarnaet e oa bet ivez gant an Ao. an Drian e vo kinniget 40 yalc’had, kerkent hag ar bloaz-mań evit ar studierien a yelo war ar master brezhonek gant ar sońj dont da vezań kelennerien er skolioł divyezhek. « Skoazell » eo anv ar stignad-se hag an niver a skoaziadoł a c’hello mont betek 80 pe 100 bep bloaz.
Pouezus-kenań eo evit gwir stummań buan-tre kelennerien da dapout ar postoł er skolioł divyezhek mar fell d’ar Vretoned treuzkas ar yezh ha krouiń rummadoł brezhonegerien nevez.

Addilennet eo bet Yann, Jestin, Alan ar Gal, Lena Louarn, Lus Chauveau hag Andre Lavanant er C'huzul-merań, ha nevez-anvet Jos Sicard-Cras. Goude an Emvod-meur eo en em vodet kuzul-merań nevez an Ofis evit dilenn ar Burev nevez : Prezidantez Lena Louarn, teńzorer Alan ar Gal, sekretour Herve Seubil-Kernaudour, besprezidanted Anaig Kervella, Ronan Tremel.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn