Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Digor d’an holl eo KerOfis, bank roadennoù lec’hanvadurel Ofis ar Brezhoneg

Hiviziken e c'hall an holl dud mont da gavout titouroù lec'hanvadurel war-eeun war lec’hienn an Ofis. Bouetaet ha pinvidikaet eo bet an diaz-mañ a-hed ar 15 vloaz diwezhañ. Mont a ra d'ober benveg labour pennañ al labourioù kaset da benn gant an Ofis evit reizhañ skritur anvioù-lec'h ar vro a-benn ma vo doujet gwelloc'h d'hon anvioù war ar panelloù.

Kinnig a ra KerOfis titouroù diwar-benn lec'hiadur ha doare pep anv. Kavet e vo ennañ danvez istorel ivez. Lec'hioù zo, ouzhpenn-se, a vo kavet displegadennoù etimologel diwar o fenn ma'z int bet studiet ganeomp diwar goulenn ar strollegezhioù hon eus labouret evito.

Un benveg dibar evit hor glad eo KerOfis. Sur a-walc’h e plijo d'an holl frioù-furch nay gant hon anvioù-lec'h. Servijout a raio d'an ensklaskerien ha d'an holl re a fell dezho skrivañ o chomlec'h e brezhoneg ivez.

Ouzhpenn 46 000 anv zo e KerOfis, muioc'h eget 37 000 distagadur zo bet enrollet ha tremen 14 000 adstumm a gaver ennañ ivez asambles gant 60 000 stumm kozh. Diwar an danvez-se, 11 000 fichenn a vo kinniget evit poent war lec'hienn an Ofis.

Kavet e vo ivez war KerOfis doare brezhonek kalz a anvioù estren (anvioù broioù, menezioù, stêrioù, morioù…), anvioù ar frammoù melestradurel nevez (broioù, kumuniezhioù-kumunioù, tolpadoù-kêrioù…), anvioù monumantoù a bep seurt (ilizoù, chapelioù, peulvanoù, skolioù, ensavadurioù zo...), hag anvioù hentoù (straedoù, balioù, plasennoù...).

Evit mont war KerOfis :
http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index-kerofis.php
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn