Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Label 1 an emglev Ya d’ar brezhoneg roet da ouel Kann al Loar

D’ar Gwener 3 a viz Ebrel 2009 e oa bet roet al label live 1 d’an ao. Luc Raoult, prezidant gouel Kann al Loar, gant an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, evit bezań kaset da benn 8 ober da ziorren ar brezhoneg.

Gant gouel Landerne « Kann al Loar » e vo lidet e ugentvet deiz-ha-bloaz er bloaz-mań, e miz Gouere.
An eil gouel eo e Breizh o sinań an emglev Ya d’ar brezhoneg.
Labour don tud ar gouel evit kas ar brezhoneg war-raok gant an atalieroł tresań evit ar vugale, gant ar genstrivadeg danevelloł ha gant abadennoł liesseurt en deus roet c’hoant d’an Ofis da dalvoudekaat an ober hollek-mań evel « ober difer eus ar framm ».

Implijet e vez ar brezhoneg war meur a skor labour gant ar gouel : paper-lizher, tikidi mont d’an abadennoł, pedadennoł, kartennoł-hetoł, tikidi-kef. Divyezhek eo e logo ivez hag ar c’hemennadennoł kaset d’ar gazetennerien a vez skrivet en div yezh.

A-benn nebeut e tlefe lec’hienn genrouedad ar gevredigezh bezań kinniget en div yezh d’an dud, koulz ha roll an abadennoł. Divizet en deus Kann al Loar ivez moullań kartennoł-bizit divyezhek hag enrollań ur gemennadenn divyezhek war responterez ar framm.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn