Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Rosko a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Bet e oa an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e Rosko d’an 10 a viz Ebrel 2009 evit kemer perzh e lid-sinań ar garta Ya d’ar Brezhoneg aozet gant ar maer, an Ao. Joseph Seite.
D’al lid e oa deuet ivez an Ao. Yann-Bęr Thomin, karget eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro, an It. Marylise Lebranchu, kannadez Penn-ar-Bed hag an Ao. Jacques Edern, kuzulier-departamant eus Penn-ar-Bed.



Votet e oa bet a-du gant ar garta e miz Du 2008 ha, d’ar c’houlz-se, 6 ober a oa bet dibabet da gas da benn evit gounit label live 1 ar garta dindan vloaz.

Panelloů divyezhek a vo staliet neuze evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun. Kemennadenn degemer responterez an ti-kęr a vo enrollet en div yezh. Panellerezh an ti-kęr a vo divyezhek e diavaez hag e diabarzh ar savadurioů ha bewezh ma vo divizet staliań ur banell nevez e ranko bezań divyezhek. Kemer a raio perzh ar gumun e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien.

Mod-all, skoazellet e vo skolioů divyezhek Rosko, a zo 20% eus he bugale er c’hentań derez enno en hentad divyezhek c’hoazh, dre arc’hantaouiń anezho pe dre reiń ur skoazell deknikel evit gwellaat o mont en-dro.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn