Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur Gwipavaz : 5 ober « Ya d’ar brezhoneg » da kas da benn dindan 2 vloaz

Da-geńver lid-diskouez talbenn divyezhek nevez ti-kęr Gwipavaz e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an aotrou maer Alain Queffelec, d’ar Meurzh 21 a viz Ebrel 2009 dirak an Ao. Erwan ar C’hoadig, eus Ajańs diorren Ofis ar Brezhoneg.

"Frankiz, Kevatalded, Breudeuriezh – Liberté, Egalité, Fraternité” : e brezhoneg hag e galleg eo eta e vo tu da lenn ger-stur ar Republik ouzh moger ti-kęr Gwipavaz.
Vot ar garta gant ar C’huzul-kęr a ziskouez splann ivez e youl da skoazellań implij an div yezh e buhez annezidi ar gumun.
Gant ar mennozh-se e klot an dibab oberoů a zo bet graet gant ar C’huzul. Da gentań penn e fell d’ar gumun lakaat ar brezhoneg war wel : panelloů divyezhek war an hentoů evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun, ul logo divyezhek, panelloů divyezhek war ar savadurioů e dalc’h an ti-kęr. Da eil, gant ar c’hoant da skoazellań kelennadurezh ar brezhoneg, e vo kemeret perzh gant ar gumun e brudadeg ar c’helenn d’an oadourien ha roet e vo ur skoazell arc’hant pe deknikel evit krouiń pe diorren klasoů divyezhek.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn