Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod kelaouiñ “Mizvezh al levrioù”

Lenn ? Ur blijadur ! : ur mizvezh evit lakaat an dud da zizoleiñ al levrioù e brezhoneg

D’an 30 a viz Gwengolo da 11 eur e klub ar gazetennerien e Roazhon e vo kinniget un emvod kelaouiñ diwar-benn koulzad “Mizvezh al levrioù”.
Abaoe un toullad bloavezhioù e vez klasket, dre genlabour Coop Breizh, Kuzul Rannvroel al Levrioù hag Ofis ar Brezhoneg, sachañ evezh al lennerien war an embann e brezhoneg. Lennegezh evit an dud deuet hag ar grennarded, bandoù treset, romantoù evit ar vugale, hentennoù deskiñ brezhoneg, levrioù istor... : a bep seurt a gaver er stalioù hag el levraouegoù. E-pad miz Here an dud a vicher a vo laouen da guzuliañ al lennerien a-benn ma teufe da wir lugan ar c’houlzad.
Evit gouzout hiroc’h, KRLB : 02 98 10 22 16
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn