Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Strollad Breizh : 18 ober a-du gant ar brezhoneg

Sinet eo bet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant Emile Granville, mouezh-aotret ar strollad hag eilmaer Redon, d’ar Merc’her 22 a viz Ebrel 2009 e Roazhon dirak an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis.

Goude sinadur an emglev gant Re C’hlas Breizh e miz Gwengolo 2008 en deus divizet Strollad Breizh mont gant an hent-se ivez.

Ar strollad-mań, bet krouet e 2002, en deus divizet eta lakaat e pleustr en e vont en-dro 18 ober evit ar brezhoneg, lod anezho aes da gas da benn ha reoł all a vo da seveniń war hir dermen.

Holl skoroł brudań ha kehentiń ar strollad a vo divyezhek diwar vremań : traktoł, kartennoł-ezel, paper-lizher, lec’hienn Genrouedad, responterez, fichennaoueg chomlec’hioł, logo.

Mod-all ez eus bet divizet gant Strollad Breizh implijout ar brezhoneg el luganoł ha war ar gitonioł savet da-geńver emvodoł pe kendivizoł. Ur stummadur war ar brezhoneg a vo kinniget d’e zilennidi, d’e izili hag implijidi koulz hag ur stummadur war ar politikerezh yezh e Breizh.

Ober a raio e doare ma vo implijet ar brezhoneg en emvodoł foran da-geńver emelladennoł a bep seurt ha prezegennoł.
Anvet e vo gant ar Strollad un den dave evit ar brezhoneg a c’hello kenlabourat gant an Ofis.

Bountet e vo gant dilennidi Strollad Breizh en o c’humunioł evit ma vefe sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg ha heuliań a raint a-dost al labour d’ober evit skoazellań ha diorren implij ar brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn