Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Label live 1ań evit Lokmaria-Kaer, an 3de kumun e bro an Alre o sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg

Fromus-tre e oa bet an abadenn-sinań e ti-kęr Lokmaria-Kaer d’ar Sadorn 25 a viz Ebrel 2009. An it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, a oa deuet da reiń al label live 1 d’an ao. Michel Jeannot, maer ar gumun dirak an ao. Jacques Madec, eilmaer dave evit an teuliad-mań, an ao. Michel le Ray, kuzulier-departamant, hag an ao. Michel Grall, kannad ar bastell-vro ha maer Karnag.

An ao. Jeannot en deus displeget d’an dud, deuet d’al lid niverus-tre, peseurt oberoů nevez a oa bet dibabet gant ar C’huzul-kęr hag an ao. Jacques Madec en deus displeget pegen pouezus e oa treuzkas ar yezh d’ar re yaouank.
Lavaret en deus an ao. Michel Le Ray pegen laouen e oa gant an niver a vugale enskrivet e klasoů divyezhek an departamant ha lakaet en deus war wel ar chańs a oa gant ar vugale-se a c’helle deskiń brezhoneg er skol.
An ao. Michel Grall, maer ar gumun bet sinet ar garta gantań ivez, en deus pouezet war ar c’hemm a zo bet enskrivet er Vonreizh e miz Gouere 2008 hag a laka ar yezhoů rannvroel da vezań anavezet gant reolad uhelań Frańs

Divizet eo bet gant kumun Lokmaria-Kaer eta kas da benn 6 ober nevez ac’hann da 3 bloaz ha resevet he deus al label 1 evit 5 ober graet dija : divyezhek eo ar panelloů evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun koulz ha kartennoů-bizit an dilennidi. Pennad-stur kazetenn an ti-kęr a vez kinniget e galleg hag e brezhoneg. Ur panellerezh divyezhek a zo bet staliet war dachenn ar gumun. Plakennoů-straed divyezhek a zo bet staliet ivez.

E dibenn al lid-sinań ha lid-roidigezh al label ez eus bet sinet ur gevrat-kefridi etre ar gumun hag an Ofis
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn