Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  “Karaez Golf” labelaet Ya d’ar brezhoneg

D’an ao. Claude Prigent, prezidant golf Karaez, e oa bet roet, label live 1 an emglev Ya d’ar brezhoneg dre m’en deus kaset da benn 6 ober evit diorren ar brezhoneg, d’ar Gwener 24 a viz Ebrel 2009 gant Fulup Jakez, rener Ofis ar Brezhoneg.

E miz Du 2005 e oa bet laouen an Ofis c’hoazh oc’h embann frouezh ar c’henlabour savet gant golf Karaez hag o tiskouez ar panellerezh divyezhek penn-da-benn a oa bet lakaet war an hentad berr 6 toull.

Kendalc’het en deus ar framm-se da labourat abaoe.
Ouzhpenn ar panelloù divyezhek lakaet e pep lec’h war an dachenn (ul labour hep e bar e Breizh) ez eus bet staliet gant golf Karaez ur blakenn zivyezhek evit kelaouiñ an dud diwar-benn eurioù digeriñ ar framm. Pedadennoù divyezhek a vez savet evit an darvoudoù aozet gantañ. Ur stumm e brezhoneg a vo eus al lec’hienn genrouedad emeur o sevel er mare-mañ, da lakaat war wel e-kichen yezhoù all eus Europa (troidigezh gant servij Treiñ-Aliañ an Ofis). Oberoù brudañ e brezhoneg hag e galleg a zo bet graet evit kavout c’hoarierien nevez pe evit gervel an dud d’an tournamantoù.

Ul labour bras a oa bet kaset da benn vat gant servij Glad yezhel an Ofis diwar-benn anvioù toulloù an hentad, a-raok digoradur ar golf e 2005. An anvioù studiet e oa re an tachennoù kozh emañ ar golf warno.
Dre ma vo brasaet ar golf a-benn un nebeud mizioù eo bet divizet gant renerien golf Karaez fiziañ en Ofis ur studiadenn nevez diwar-benn an anvioù a vo roet d’an toulloù ouzhpennet a-benn neuze.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn