Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1793 ko)  Fichier pdf 
  Lid 10vet deiz-ha-bloaz an Ofis

Lidet e vo dekvet deiz-ha-bloaz Ofis ar Brezhoneg d’ar Sadorn 30 a viz Mae e Palez ar C’hendalc’hioł en Oriant.

E teir lodenn e vo rannet an devezh-mań.

Diouzh ar mintin e vo studiet stad ar yezh en amzer a-vremań goude dek vloaz labour an Ofis. Da c’houde, dre ma vo cheńchet statud an Ofis, a vo lakaet da framm publik er mizioł da zont diwar atiz Kuzul-rannvro Breizh, e teuio Max Brisson, besprezidant Kuzul-departamant ar Pireneoł Atlantel ha prezidant Ofis Publik an Euskareg da ginnig ar skouer euskarat e Frańs.

Diouzh an endervezh e vo eskemmet war diorren ar c’helenn divyezhek gant tud e karg an tri hentad.

E dibenn an endervezh e vo lid-roidigezh Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg. Bep bloaz e vez roet ar prizioł-se gant an Ofis en anv ar C’huzul-rannvro da embregerezhioł, kevredigezhioł pe hiniennoł o deus labouret evit ober traoł heverk e brezhoneg.

Evit kemer perzh en darvoud-mań e ranker en em enskrivań en a-raok.
Pellgargit ar baperenn-respont kevret. Dre bostel pe dre lizher e c’hell bezań adkaset ho respont (30 straed Naonediz 35000 Roazhon).
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn